Lun Mar Mer Jeu Ven Sam Dim
5
Date : 2025-04-05
9
Date : 2025-04-09
10
Date : 2025-04-10
12
Date : 2025-04-12
23
Date : 2025-04-23
24
Date : 2025-04-24
25
Date : 2025-04-25
26
Date : 2025-04-26
27
Date : 2025-04-27

Newsletter

Veuillez saisir votre email afin de recevoir l'agenda

24 quai de la Fosse, 44000 Naoned / Nantes
2ème niveau de l'Espace Jacques Demy
Tram 1 Médiathèque
téléphone : 02 51 84 16 07
courriel : degemer@acb44.bzh

Kejadenn Ul lec’h modern hag hewel e kreiz-kêr Naoned Rencontre Un lieu moderne et visible au centre-ville de Nantes
Ecouter, Selaou

Juluan hag al louarn

juluan-hag-al-louarn
14,00 € l'unité

L'ajout au panier apparaîtra après la sélection des valeurs ci-dessus

DIVERRADENN AN ISTOR

« A-viskoazh e oa bet Juluan o vevañ e-unan, hag eürus e oa e-giz-se.
Met daoust ha kenderc’hel a raio Juluan gant e voazioù bevañ pa erruo ur c’houviad dic’hortoz da goaniañ ?
Pe en em rento kont neuze n'eo ket ken fall-se kaout ur mignon evit eskemm, a-benn ar fin... »

KINNIG AL LEVR HAG AN OBEROUR

Gant Joe TODD-STANTON eo bet savet al levr brav-mañ, ur paotr yaouank a orin eus Brighton (Bro-Saoz) hag a ra tresadennoù hag istorioù brav-tre. E levr « A Mouse called Julian » a oa bet embannet gant FLYING EYE BOOKS e 2019. Troet eo bet e galleg ivez gant "L'école des loisirs" dindan an titl « Jules et le renard », hag ar priz "Libr'àNous Jeunesse 2020" a zo bet tapet gant al levr zoken.

Plijet-tre omp bet gant an istor-se, koulz evit an tresadennoù — brav ha gant kalz munudoù da sellet pizh — eget evit an istor hag a zo moutig tout. Gallout a raio bezañ lennet gant bugale etre 3 ha 6 vloaz, met plijout a raio d'an holl.

Gant ar gevredigezh TIMILENN eo bet prenet ar gwirioù evit treiñ al levr-mañ. Klotañ a ra al levr gant pal ar gevredigezh, da lâret eo reiñ c'hoant da lenn d'an holl vugale, koulz reoù gant diaesterioù lenn (disleksiezh da skouer) pe get : moullet eo bet war baper nann-lufrus, ar skritur dibabet a zo aes ha bras a-walc'h, kement skeudenn a glot mat gant an destenn, etrelinennoù bras a zo...

Moullet eo bet al levr e Breizh gant Cloître, war baper brav ha gant ur golo kartoñs solud hag a-galite.

100 skouerenn a zo bet moullet ivez gant ur golo "noz", adlabouret gant an treser Joe Todd-Stanton.

ENROLLADENN

El levr (ar stumm advoullet e 2022) e vo tu deoc'h kavout ur c'hod QR da skanniñ gant ho pellgomzer hezoug evit selaou ouzh an istor. Enrolladenn produet gant KALANNA gant sikour Rannvro Breizh.
Evit ar re o dije bet prenet al levr-mañ a-raok : skrivit deomp evit kaout liamm ar bistenn son -> timilenn.bzh[@]gmail.com (tennañ [ ]).

-----

Notre association TIMILENN vient d'éditer le livre « Juluan hag al louarn » en langue bretonne.
Ce livre de Joe TODD-STANTON est sorti en anglais sous le titre « A Mouse called Julian » (FLYING EYE BOOKS, 2019). Il a également été traduit en français par "L'école des loisirs" sous le titre « Jules et le renard » et il a gagné le prix "Libr'àNous Jeunesse 2020".
Ce livre aux dessins magnifiques regorge de détails, et sa belle histoire conviendra aux enfants des 3 à 6 ans, mais plaira également à tout le monde.

TIMILENN a acheté les droits de ce livre car il correspond aux buts de l'association, c'est à dire de donner l'envie de lire à tous les enfants, qu'ils aient des difficultés de lecture (dyslexie par exemple) ou pas. Le livre a donc été imprimé sur du papier non brillant, avec une écriture simple à lire et assez grande, les illustrations correspondent au texte, il y aura des interlignes assez espacées, etc.

Le livre a été imprimé en Bretagne par Cloître Imprimeurs, sur du beau papier et avec une couverture cartonnée rigide et de qualité.

100 exemplaires ont été imprimés également avec une couverture version "nuit" retravaillée par Joe Todd-Stanton.

VERSION AUDIO

Vous trouverez dans le livre (la version rééditée en 2022) un QR Code à scanner avec votre smartphone pour écouter une version audio du livre. Cet enregistrement a été produit par KALANNA avec l'aide de la Région Bretagne.
Pour les personnes ayant acheté le livre avant : écrivez-nous si vous souhaitez recevoir un lien pour écouter la piste audio -> timilenn.bzh[@]gmail.com (enlevez [ ]).

Copyright